Feur-emglev Lausanne (1923)

Harzoù nevez Turki e 1923

Feur-emglev Lausanne, sinet d'ar 24 a viz Gouhere 1923, a gemeras lec'h feur-emglev Sèvres (1920), a voe krouet gantañ Turkia a hiziv gant he harzoù. Hennezh eo ar feur-emglev diwezhañ deuet da-heul ar C'hentañ Brezel-bed. Resisaat a rae harzoù Turkia, ar stad nevez-savet diwar dismantroù an Impalaeriezh Otoman. Adaozet e voe an harzoù evit unvaniñ ar pobloù hervez o c'hredennoù relijiel.

Dre ar feur-emglev-se e tisklêrie Turkia e paoueze da glask adkemer an tiriadoù a oa bet dindan an Impalaeriezh Otoman.

D'ar 24 a viz Gouhere 1923 e voe sinet ar feur-emglev gant Turkia, d'ar 24 a viz Eost 1923 gant Bro-C'hres, gant Italia d'an 12 a viz Meurzh 1924, gant Japan d'ar 15 a viz Mae 1924, gant ar Rouantelezh-Unanet d'ar 16 a viz Gouhere 1924.

Lakaet e voe ar feur-emglev da dalvezout d'ar 6 a viz Eost 1924, pa voe kaset an holl baperioù ofisiel da Bariz.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search